Enepdivyezhegezh

Enepdivyezhegezh a vez graet eus an oberoù pe ar politikerezh enep d'an divyezhegezh ha d'an dud divyezhek, o nac'h outo gwirioù abalamour ma implijont an eil yezh kentoc'h eget eben, abalamour ma vez staget ar gwirioù hiniennel ouzh ur yezh hepken.

E Breizh e weler enepdivyezhegezh dreist-holl e nac'hidigezh digeriñ klasoù divyezhek er skolioù-stad pe katolik da skouer. Koulskoude emañ ivez e nac'hidigezh ar gwir da vont e brezhoneg ouzh ar velestradurezh, dre skrid pe dre gomz: ar gwirioù-se a zo d'an dud er broioù ma ya en-dro an divyezhegezh.

Gallout a reer komz ivez, en degouezhioù-se, eus droukziforc'hañ yezhel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search